1 Samuel 14:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül a lavaras d'an AOTROU Doue Israel: Ro da anavezout ar wirionez. Jonatan ha Saül a voe merket, hag ar bobl a dec'has. |
Goude e lavarjont an eil d'egile: Deuit, taolomp ar sord, hag e ouezimp en abeg da biv e c'hoarvez an droug-se ganeomp. Teurel a rejont ar sord hag ar sord a gouezhas war Jonaz.
O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac’h eus dibabet
Tennañ a rejont d’ar sord hag ar sord a gouezhas war Matiaz, hag a voe lakaet e renk an unnek abostol.
Neuze e lavaras da holl Israel: En em lakait ouzh un tu, ha me gant Jonatan va mab a vo ouzh egile. Ar bobl a respontas da Saül: Gra ar pezh a gavi mat.