Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.
1 Samuel 13:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e c'hoarvezas, da zevezh an emgann, ma ne voe kavet na kleze na goaf e daouarn an holl bobl a oa gant Saül ha Jonatan. Kavet e voe hepken gant Saül ha Jonatan. |
Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.
Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.
Dibabet o doa doueoù nevez, ha raktal ez eus bet ar brezel ouzh an dorojoù. Ne veze gwelet na skoed na goaf e-touez daou-ugent milier Israel.
ha pa oa togn ar bal, ar bigell, an tridant, pe ar vouc'hal, ha zoken evit dresañ ar broudoù.
Hag an holl engroez-mañ a ouezo na zieub ket an AOTROU dre ar c'hleze ha dre ar goaf, rak an emgann a zo d'an AOTROU , hag ho lakaat a raio etre hon daouarn.
Evel-se David, gant ur vatalm hag ur maen, a voe kreñvoc'h eget ar Filistin, hag e skoas gant ar Filistin, hag en lakaas d'ar marv. David n'en doa kleze ebet en e zorn.