Harzoù ar Gananeiz a voe adalek Sidon, o tont war-zu Gerar betek Gaza, o tont war-zu Sodom, Gomora, Adma ha Zeboim betek Lesha.
1 Samuel 13:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur bagad all a yeas dre hent Bet-Horon, hag an trede bagad a yeas dre hent an harz a zo dirak traonienn Zeboim, war-zu ar gouelec'h. |
Harzoù ar Gananeiz a voe adalek Sidon, o tont war-zu Gerar betek Gaza, o tont war-zu Sodom, Gomora, Adma ha Zeboim betek Lesha.
e c'hoarvezas ma rejont brezel enep Bera roue Sodom, Birsha roue Gomora, Shineab roue Adma, Shemeber roue Zeboim, ha roue Bela, a zo Zoar.
Sevel a reas Bet-Horon-Uhelañ ha Bet-Horon-Izelañ, kêrioù kreñv gant mogerioù, dorojoù ha prennoù,
Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.
An AOTROU a zisparfoeltras anezho dirak Israel, a reas ul lazhadeg bras e-kichen Gabaon. Mont a reas war o lerc'h dre hent krav Bet-Horon, hag o filas betek Azeka ha Makkeda.
Evel ma tec'hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neñv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc'h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c'hleze.
hag e tiskenne war-zu ar c'huzh-heol da harz ar Jafletiz ha da harz Bet-Horon-Izel, ha betek Gezer, hag e tape ar mor.
Setu harz mibien Efraim hervez o ziegezhioù. Harz reter o hêrezh a oa eus Atarod-Adar betek Bet-Horon-Uhel,
Hag e voe ur spont bras er c'hamp, er vro, hag e-touez an holl bobl. Ar gwarded hag ar re a oa aet d'ober distruj a voe spouronet ivez, hag ar vro a grenas. Bez' e voe evel ur spont degaset gant Doue.