Ma ne selaouont ket, e vint lazhet gant barvenn ar c'hleze, hag e varvint hep anaoudegezh.
1 Samuel 12:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met mar grit an droug, e viot distrujet, c'hwi hag ho roue. |
Ma ne selaouont ket, e vint lazhet gant barvenn ar c'hleze, hag e varvint hep anaoudegezh.
met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.
Rak prestik e lavarint: N'hon eus roue ebet, rak n'hon eus ket doujet an AOTROU. Petra a rafe ur roue deomp?
An AOTROU a raio dit kerzhout, gant da roue az po lakaet warnout, etrezek ur bobl na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, hag e serviji eno doueoù all, koad ha maen.
Mar c'hoarvezfe ec'h ankounac'hafes an AOTROU da Zoue ha ma'c'h afes war-lerc'h doueoù all, ma o servijfes ha ma stoufes dirazo, e testan deoc'h hiziv: a-dra-sur e viot kollet!
Mar torrit emglev an AOTROU ho Toue, an hini en deus gourc'hemennet deoc'h, ma kit da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, fulor an AOTROU en em dano a-enep deoc'h, hag e varvot buan diwar ar vro vat en deus roet deoc'h.
Mar dilezit an AOTROU ha mar servijit doueoù estren, e tistroio hag e raio droug deoc'h, hag e kuzumo ac'hanoc'h, goude bezañ graet vad deoc'h.