Ar roue a zistroas eta hag a zeuas d'ar Jordan. Juda a zeuas da C'hilgal evit mont en arbenn d'ar roue, hag evit e lakaat da dremen ar Jordan.
1 Samuel 11:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU . Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel. |
Ar roue a zistroas eta hag a zeuas d'ar Jordan. Juda a zeuas da C'hilgal evit mont en arbenn d'ar roue, hag evit e lakaat da dremen ar Jordan.
Kas a reas tud yaouank eus mibien Israel da ginnig loskaberzhoù ha da ginnig aberzhoù a drugarekadennoù d'an AOTROU , gant koleoù.
Samuel a lavaras d'an holl bobl: Hag e welit an hini en deus dibabet an AOTROU? N'eus den ebet e-touez an holl bobl a vefe heñvel outañ. Hag an holl bobl a laoskas kriadennoù a levenez o lavarout: Ra vevo ar roue!
Hag e tiskenni a-raok din da C'hilgal. Ha setu e tiskennin da'z kavout evit kinnig loskaberzhoù hag evit aberzhiñ aberzhoù a drugarekadennoù. Gortoz a ri seizh deiz betek ma en em gavin ez kichen, hag e tisklêrin dit ar pezh az po d'ober.
Neuze Samuel a lavaras da holl Israel: Setu, sentet em eus ouzh ho mouezh e kement hoc'h eus lavaret din, ha lakaet em eus ur roue warnoc'h.
Ha n'eo ket hiziv eost an ed? Me a grio d'an AOTROU , hag e kaso kurun ha glav, evit ma ouiot ha ma welot pegen bras eo dirak daoulagad an AOTROU an droug hoc'h eus graet o c'houlenn ur roue evidoc'h.
Met ar bobl ne fellas ket dezho selaou ouzh mouezh Samuel, hag e lavarjont: Nann! Met bez' e vo ur roue warnomp,