ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.
1 Samuel 10:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül ivez a yeas d'e di da C'hibea, hag ez eas gantañ an dud kadarn en doa teneraet Doue o c'halon. |
ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.
Neuze pennoù tadoù Juda ha Benjamin, an aberzhourien hag al Levited, an holl re a zihunas Doue o spered, a savas evit pignat da sevel ti an AOTROU a zo e Jeruzalem.
Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.
tremenet o deus an ode, kousket o deus e Geba, aon he deus bet Rama, tec'het he deus Gibea-Saül.
Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c’her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d’ar vuhez peurbadus a gredas.
Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.
Zela, Elef, Jebuz, a zo Jeruzalem, Gibead, Kirjad. Ar c'hêrioù-se: pevarzek, gant o c'hêriadennoù. Hennezh e voe hêrezh mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù.
Mibien Benjamin a zeuas er-maez eus o c'hêr, hag en em zastumjont e Gibea evit en em gannañ a-enep mibien Israel.
Ar gannaded a zeuas da C'hibea kêr Saül, hag e lavarjont ar c'homzoù-se d'ar bobl. Hag ar bobl a savas o mouezh hag a c'harmas.
Saül a zibabas tri mil den a-douez Israel. Bez' e oa daou vil gantañ e Mikmash ha war venez Betel, ha mil gant Jonatan e Gibea-Benjamin. Hag e kasas nemorant ar bobl, pep hini d'e deltenn.