Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl.
1 Samuel 10:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Samuel a lavaras dirak ar bobl gwirioù ar rouantelezh, hag o skrivas en ul levr, a lakaas dirak an AOTROU . Ha Samuel a gasas kuit an holl bobl, pep hini d'e di. |
Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl.
Kemerit levr al lezenn-mañ, lakait anezhañ e-kichen arc'h emglev an AOTROU ho Toue, hag e vo eno evel test a-enep dit,
evit ar rouaned hag evit ar re holl a zo e kargoù uhel, evit ma c’hellimp ren ur vuhez peoc’hius ha sioul e pep doujañs-Doue hag e pep onestiz.
Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat,
Samuel a lavaras d'ar bobl: Deuit, deomp da C'hilgal, hag eno e nevesaimp ar rouantelezh.
Bremañ eta sent ouzh o mouezh. Koulskoude ne vanki ket da rebech anezho ha da zisklêriañ dezho penaos e raio dezho ar roue a reno warno.