Hag Abner a gomzas ivez ouzh re Venjamin. Goude ez eas Abner da lavarout da Zavid da Hebron kement a oa kavet mat gant Israel ha gant holl di Benjamin.
1 Samuel 10:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude e lakaas meuriad Benjamin da dostaat dre diegezhioù, ha tiegezh Matri a voe merket. Goude e voe merket Saül mab Kish, hag e klaskent anezhañ, met ne oa ket kavet. |
Hag Abner a gomzas ivez ouzh re Venjamin. Goude ez eas Abner da lavarout da Zavid da Hebron kement a oa kavet mat gant Israel ha gant holl di Benjamin.
Goude e lavarjont an eil d'egile: Deuit, taolomp ar sord, hag e ouezimp en abeg da biv e c'hoarvez an droug-se ganeomp. Teurel a rejont ar sord hag ar sord a gouezhas war Jonaz.
Goulenn a rejont neuze ur roue. Ha Doue a roas dezho Saül mab Kish, eus meuriad Benjamin, e-pad daou-ugent bloavezh.
Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amañ c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eñ kuzhet e-touez ar pakadoù.
Ur mab en doa, anvet Saül, yaouank ha kaer, hag hini ebet eus mibien Israel ne oa kaeroc'h egetañ; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl.