1 Samuel 10:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù. |
Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.
met e-pad ur miz leun, betek ma teuio er-maez eus ho tivfron ha ma viot stamouzet gantañ, dre ma hoc'h eus disprizet an AOTROU a zo en ho touez ha ma hoc'h eus gouelet dirazañ o lavarout: Perak omp aet kuit eus an Ejipt?
Komz da vibien Israel ha kemer diganto ur wialenn dre diez o zadoù, da lavarout eo daouzek gwialenn, a-berzh o holl briñsed hervez tiez o zadoù. Skrivañ a ri anv pep hini anezho war e wialenn,
Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue da berc'hennañ hag e vi o chom enni, e lavari: Me a lakaio ur roue warnon evel an holl bobloù a zo en-dro din;
Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc'has dirak Doue.
Gedeon a lavaras: Me ne renin ket warnoc'h, ha va mab ne reno ket warnoc'h, an AOTROU eo a reno warnoc'h.
Met, o welout e oa Nakash roue mibien Ammon o tont a-enep deoc'h, hoc'h eus lavaret din: Nann! Met ur roue a reno warnomp. Ha kement-se petra bennak ma oa an AOTROU ho Toue, ho roue.
Saül a lavaras: Tostait amañ, c'hwi holl briñsed ar bobl, hag anavezit ha gwelit penaos eo bet graet ar pec'hed-se hiziv,
Hag an AOTROU a gendalc'he d'en em ziskouez e Silo, rak an AOTROU en em ziskulie da Samuel e Silo dre gomz an AOTROU .
Komz Samuel a voe evit holl Israel. Mont a reas Israel d'ar brezel a-enep ar Filistined, hag e kampjont e-kichen Eben-Ezer, hag ar Filistined a gampas en Afek.
Met ar bobl ne fellas ket dezho selaou ouzh mouezh Samuel, hag e lavarjont: Nann! Met bez' e vo ur roue warnomp,
Lavarout a rejont dezhañ: Setu, deuet out da vezañ kozh, ha da vibien ne gerzhont ket war da hent. Bremañ laka warnomp ur roue evit hor barn, evel m'o deus an holl vroadoù.