Jabez a c'halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac'hanon, ma astennez va harzoù, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac'hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac'har...! Ha Doue a roas dezhañ ar pezh en doa goulennet.
1 Samuel 1:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evit ar bugel-mañ eo e peden, hag an AOTROU en deus selaouet ouzhin em fedenn. |
Jabez a c'halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac'hanon, ma astennez va harzoù, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac'hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac'har...! Ha Doue a roas dezhañ ar pezh en doa goulennet.
Eus kreiz an estrenvan em eus galvet an AOTROU, hag an AOTROU en deus va selaouet ha va lakaet er frankiz.
Pellait diouzhin, c'hwi holl micherourien a zireizhder! Rak an AOTROU en deus klevet mouezh va daeroù.
Ha mar gouzomp e selaou ac’hanomp petra bennak a c’houlennomp, ec’h ouzomp hon eus dija ar pezh hon eus goulennet digantañ.
Eli a vennigas Elkana hag e wreg o lavarout: Ra roio an AOTROU dit bugale eus ar wreg-mañ, evit ar prest he deus graet d'an AOTROU . Hag e tistrojont d'o c'hêr.