1 Samuel 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Anna a respontas o lavarout: Nann va aotrou, me a zo ur vaouez glac'haret en he spered, ne'm eus evet na gwin na boeson, met skuilhet em eus va ene dirak an AOTROU . |
Astenn a ran va daouarn war-zu ennout, va ene en deus sec'hed ac'hanout evel un douar kras. Ehan
Va daeroù a zo deuet da vara din deiz ha noz, e-pad ma lavarer din hep paouez: Pelec'h emañ da Zoue?
Ar galon a anavez he c’hwervoni dezhi hec'h-unan, hag unan all n'en devo ket lod en he levenez.
Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.
Na gemer ket da servijerez evit ur vaouez a netra, rak er vrasted eus va foan hag eus va glac'har eo em eus komzet betek bremañ.
En em zastum a rejont eta e Mizpa, hag eno e tennjont dour d'e skuilhañ dirak an AOTROU , hag e yunjont en deiz-se, hag e lavarjont: Pec'het hon eus a-enep an AOTROU! Ha Samuel a varnas mibien Israel e Mizpa.