Ar roue Salomon a savas tud a aner en holl Israel, hag an aner-mañ a voe a dregont mil den.
1 Rouaned 9:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o diskennidi a oa chomet war o lerc'h er vro, ha n'o deus ket gellet mibien Israel o lakaat da verz, Salomon a sujas anezho da anerioù hag o sklavelaas betek hiziv. |
Ar roue Salomon a savas tud a aner en holl Israel, hag an aner-mañ a voe a dregont mil den.
Un aner a savas ar roue Salomon, evit sevel ti an AOTROU, e di, Milho, moger Jeruzalem, Hazor, Megiddo ha Gezer.
Hag an holl bobl a vane eus an Amoreaned, eus an Hitited, eus ar Ferezianed, eus an Havianed hag eus ar Jebuziz, ar re ne oant ket mibien Israel,
David a c'hourc'hemennas dastum an diavaezidi a oa e bro Israel, hag e kemeras en o zouez benerien da gizellañ mein-ben evit sevel ti Doue.
o diskennidi a oa chomet war o lerc'h er vro, ha ne oant ket bet distrujet gant mibien Israel, Salomon a sujas anezho da anerioù betek hiziv.
Setu amañ pennoù ar proviñs a reas o diazez e Jeruzalem. E kêrioù Juda e voe o chom pep hini en e zalc'h, en e gêr, Israeliz, aberzhourien, Levited, Netiniz, mibien servijerien Salomon.
Ma ra dit ur respont a beoc'h ha ma tigor dit, an holl bobl a vo kavet enni a vo truajidi dit, hag e servijint ac'hanout.
Mibien Juda ne c'helljont ket kas kuit ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem, hag ez eo chomet ar Jebuziz gant mibien Juda e Jeruzalem betek hiziv.
Hogen ne gasjont ket kuit ar Gananeiz a oa o chom e Gezer, hag ez eus bet Kananeiz o chom e-touez Efraim betek hiziv, o servijañ evel sklaved.
Mibien Manase ne c'helljont ket kas kuit ar re a oa er c'hêrioù-se, hag ar Gananeiz a fellas dezho chom er vro-se.
Pa voe en em greñvaet mibien Israel, e rejont d'ar Gananeiz servijañ evel sklaved, met ne gasjont ket kuit anezho holl.
Mibien Benjamin ne gasjont ket kuit ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem. Evel-se ar Jebuziz a zo chomet gant mibien Benjamin e Jeruzalem betek hiziv.
Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lavaras: Peogwir he deus ar bobl-mañ torret va emglev am boa roet d'o zadoù, ha n'o deus ket sentet ouzh va mouezh,
Setu amañ ar broadoù a lezas an AOTROU evit amprouiñ Israel, ar re holl n'o doa ket anavezet brezelioù Kanaan,