La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




1 Rouaned 8:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Bremañ eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keñver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhañ, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon evel ma ec'h eus kerzhet dirazon.

Ver Capítulo



1 Rouaned 8:25
12 Referencias Cruzadas  

hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.


Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.


Dalc'het ec'h eus e-keñver da servijer David va zad d'ar pezh az poa prometet dezhañ. Hag ar pezh ac'h eus lavaret gant da c'henoù, da zorn en deus e sevenet, evel ma weler hiziv.


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


Penaos e lakaio an den yaouank e hent da vezañ glan? O teurel evezh outañ hervez da gomz.


Mar vir da vibien va emglev ha va zestenioù a zeskin dezho, o mibien ivez, da viken, a vo azezet war da dron.