P'en doe echuet Salomon d'ober ar bedenn-se hag ar goulenn-se ouzh an AOTROU, e savas a-zirak aoter an AOTROU, e-lec'h ma oa daoulinet, hag e zaouarn astennet war-zu an neñvoù,
1 Rouaned 8:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha Salomon en em zalc'has en e sav dirak aoter an AOTROU, a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek an neñvoù, |
P'en doe echuet Salomon d'ober ar bedenn-se hag ar goulenn-se ouzh an AOTROU, e savas a-zirak aoter an AOTROU, e-lec'h ma oa daoulinet, hag e zaouarn astennet war-zu an neñvoù,
Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen ar golonenn, hervez ar c'hiz, hag ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue. Holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, hag e soned gant an trompilhoù. Neuze Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!
Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.
Hag en amzer donezonoù an abardaez e savis eus va glac'har gant va dilhad ha va mantell roget, e stouis war va daoulin, e savis va daouarn war-zu an AOTROU va Doue,
O welout ar golonenn a goabrenn en em zalc'he ouzh digor an deltenn, an holl bobl a save ha pep hini en em lakae war e zaoulin dirak dor e deltenn.
Moizez a lavaras: Adalek ma vin aet kuit eus kêr, ec'h astennin va daouarn etrezek an AOTROU , ar c'hurunadoù a baouezo ha ne vo ken a c'hrizilh, evit ma ouezi penaos an douar a zo d'an AOTROU .
Moizez a guitaas Faraon, a yeas kuit eus kêr hag a astennas e zaouarn war-zu an AOTROU . Ar c'hurunadoù hag ar grizilh a baouezas, hag ar glav ne voe ken skuilhet war an douar.
Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.
Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.