Kemer a rejont ivez ar c'haoterioù, ar palioù, ar mougerigoù, al loaioù, hag an holl listri arem implijet evit ar servij.
1 Rouaned 7:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Salomon ne bouezas ket unan eus al listri, dre ma oant re niverus, ha ne soursied ket ouzh pouez an arem. |
Kemer a rejont ivez ar c'haoterioù, ar palioù, ar mougerigoù, al loaioù, hag an holl listri arem implijet evit ar servij.
Diwar-benn an div golonenn, ar mor hag ar sichennoù, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket anavezet pouez arem an holl draoù-se.
Setu, em zrubuilhoù em eus kempennet evit ti an AOTROU kant mil talant aour hag ur milion a dalantoù arc'hant, hag arem hag houarn e-leizh, na c'heller ket pouezañ. Kempennet em eus ivez koad ha mein, hag e lakai ouzhpenn.
An aour, an arc'hant, an arem hag an houarn a zo diniver. Sav ha gra! Ha ra vo an AOTROU ganit!
David a gempennas ivez houarn e-leizh evit tachoù stalafioù an dorojoù hag evit ar c'hraponoù, hag arem e-leizh na c'helled ket pouezañ,
Diwar-benn an div golonenn, ar mor, hag an daouzek ejen arem a servije da sichennoù, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket anavezet pouez arem an holl draoù-se.