E devder en doa ur palvad, e riblenn a oa evel riblenn un hanaf gant flourdiliz, hag e kendalc'he daou vil bat.
1 Rouaned 7:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lakaet e oa war zaouzek ejen, tri a oa troet etrezek an hanternoz, tri etrezek ar c'huzh-heol, tri etrezek ar c'hreisteiz, tri etrezek ar sav-heol. Ar mor a oa warno, o holl ziadreoù a oa troet ouzh an diabarzh. |
E devder en doa ur palvad, e riblenn a oa evel riblenn un hanaf gant flourdiliz, hag e kendalc'he daou vil bat.
Hag ar roue Akaz a lakaat a-dammoù sternioù ar sichennoù hag a lamas diwarno ar c'hirinoù a oa dreisto. Diskenn a reas ar mor diwar an ejened arem a oa dindanañ, hag e lakaas anezhañ war ur pavez maen.
Diwar-benn an div golonenn, ar mor, hag an daouzek ejen arem a servije da sichennoù, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket anavezet pouez arem an holl draoù-se.
Ha setu stumm o dremmoù: o fevar holl o doa dremm un den ha dremm ul leon a-zehou, o fevar dremm un ejen a-gleiz, hag o fevar dremm un erer.
It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
Rak skrivet eo e lezenn Moizez: Ne erei ket e c’henoù d’an ejen a vac’h ar greun. Hag eus ejened eo e kemer Doue preder,