1 Rouaned 7:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ober a reas ur mor e metal teuzet, en doa dek ilinad eus ur riblenn d'eben. Kelc'hiek e oa e dro, hag en doa pemp ilinad uhelder. Ha tro-dro dezhañ e oa ur gordenn a dregont ilinad. |
Ar roue Akaz a roas ar gourc'hemenn-mañ d'an aberzhour Uri o lavarout: War an aoter vras e lakai da vogediñ loskaberzh ar beure, donezon an abardaez, loskaberzh ar roue hag e zonezon, loskaberzh holl bobl ar vro hag o donezon hag o evadkinnigoù. Sparfañ a ri warni holl wad al loskaberzhoù hag holl wad an aberzhoù. Ha diwar-benn an aoter arem, din-me e vo da welout.
Hag ar roue Akaz a lakaat a-dammoù sternioù ar sichennoù hag a lamas diwarno ar c'hirinoù a oa dreisto. Diskenn a reas ar mor diwar an ejened arem a oa dindanañ, hag e lakaas anezhañ war ur pavez maen.
Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoù ar c'holonennoù arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoù hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon.
Degas a reas ivez eus Tibkad hag eus Kun, kêrioù Hadarezer, arem e-leizh. Salomon a reas gantañ ar mor arem, ar c'holonennoù hag al listri arem.
Ober a reas ur mor e metal teuzet, en doa dek ilinad eus ur riblenn d'eben. Kelc'hiek e oa e dro, hag en doa pemp ilinad uhelder. Ha tro-dro dezhañ e oa ur gordenn a dregont ilinad.
Ober a reas al laouer arem gant he foñs arem, gant melezourioù ar merc'hed a servije, a rae ar servij ouzh digor teltenn an engalv.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù diwar-benn ar c'holonennoù, ar mor, ar sichennoù hag an traoù all a van er gêr-mañ,
Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoù ar c'holonennoù arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoù hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon.
Diwar-benn an div golonenn, ar mor, hag an daouzek ejen arem a servije da sichennoù, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket anavezet pouez arem an holl draoù-se.