1 Rouaned 6:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lakaat a reas, war ugent ilinad e foñs an ti, plenk sedrez, kenkoulz war al leur ha war ar mogerioù, hag e reas en diabarzh eus al lec'h-se ar santual, al lec'h santel-meurbet. |
Hag e savas ouzh moger an ti, tro-dro, estajoù da c'hronnañ mogerioù an ti, an templ hag ar santual; evel-se e reas kambroù-kostez tro-war-dro.
Ober a reas porched an tron, e-lec'h ma varne, porched ar varnedigezh. Goloet e voe gant sedrez, adalek al leur betek al leur all.
An aberzhourien a zougas arc'h emglev an AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar cherubined.
Ober a reas ivez ti al lec'h santel-meurbet. E hirder a oa ugent ilinad, ouzh ledander an ti, hag e ledander a oa ugent ilinad. E wiskañ a reas a aour glan, evit c'hwec'h kant talant.
Hag e vuzulias, e diaraog an templ, e hirder, ugent ilinad, e ledander, ugent ilinad, hag e lavaras din: Emañ Sant ar sent el lec'h-mañ.
Diwar ar muzulioù-mañ, e vuzuilhi un hirder a bemp mil warn-ugent hag ul ledander a dek mil, hag eno e vo ar santual hag al lec'h santel-meurbet.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.