Komzet en deus diwar-benn ar gwez, adalek ar sedrez a zo el Liban betek ar sikadez a gresk war ar voger. Komzet en deus ivez diwar-benn al loened, al laboused, ar stlejviled hag ar pesked.
1 Rouaned 4:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Disklêriet en deus tri mil krennlavar, hag aozet mil pemp kanaouenn. |
Komzet en deus diwar-benn ar gwez, adalek ar sedrez a zo el Liban betek ar sikadez a gresk war ar voger. Komzet en deus ivez diwar-benn al loened, al laboused, ar stlejviled hag ar pesked.
Krennlavarioù Salomon. Ur mab fur a laouena e dad, met ur mab diboell a zo glac'har e vamm.
A-hend-all, va mab, laka evezh ouzh an traoù-mañ: d'ober kalz a levrioù, n'eus ket a ziwezh, ha kement a studi n'eo nemet skuizhder evit ar c'horf.
Ouzhpenn, evel m'eo bet fur ar Prezeger, en deus ivez kelennet ar furnez d'ar bobl. Eveshaet en deus, furchet hag urzhiet kalz a grennlavarioù.
evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.