Ober a reas profoù da vibien e adwragez hag e kasas anezho, e-pad e vuhez, pell diouzh e vab Izaak etrezek bro ar Sav-heol.
1 Rouaned 4:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Furnez Salomon a oa dreist furnez holl vibien ar sav-heol, hag holl furnez an Ejipsianed. |
Ober a reas profoù da vibien e adwragez hag e kasas anezho, e-pad e vuhez, pell diouzh e vab Izaak etrezek bro ar Sav-heol.
Evel-se ar roue Salomon a voe brasoc'h eget holl rouaned an douar, dre e binvidigezh hag e furnez.
Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.
Komzet em eus em c'halon o lavarout: Setu em eus kresket ha brasaet e furnez, muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem, ha va c'halon he deus gwelet kalz a furnez hag a anaoudegezh.
en abeg da-se e roan ac'hanout da vibien ar sav-heol e perc'henniezh. Lakaat a raint o c'hamp en da greiz hag e raint du-se o annez, debriñ a raint da frouezh hag ec'h evint da laezh.
E pep tachenn a c'houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d'an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh.
Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huñvre, met ne c'helljont ket reiñ an disklêriadenn din.
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.
Moizez a voe kelennet en holl furnez an Ejiptiz. Galloudek e oa en e c’herioù hag en e oberoù.
An holl Vadianiz hag an Amalekited ha mibien ar reter en em zastumas, hag a dremenas ar Jordan, hag a gampas e traonienn Jizreel.