La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




1 Rouaned 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

mab Geber e Ramod-Galaad, ha dezhañ e oa bourc'hioù Jair mab Manase e Galaad, hag ivez rannvro Argob e Basan ha tri-ugent kêr gant mogerioù ha barrennoù arem;

Ver Capítulo



1 Rouaned 4:13
14 Referencias Cruzadas  

Roue Israel a lavaras d'e servijerien: Ha gouzout a rit ez eo deomp Ramod-Galaad? Hag en em zalc'homp sioul e-lec'h hec'h adkemer eus daouarn roue Siria!


Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.


Evel-se, Jehu mab Jozafad mab Nimshi a iriennas a-enep Joram. Joram a ziwalle Ramod-Galaad, eñ hag holl Israel, a-enep Hazael roue Siria.


Geshur hag Aram a gemeras dezho bourc'h Jair hag hini Kenad gant he c'hêriadennoù tro-dro, tri-ugent kêr. An holl re-se a voe mibien Makir tad Galaad.


Na bella ket diouzhin rak an estrenvan a zo tost, ha n'eus den da'm sikour!


Pa stlabezas an Holl-C'halloudeg ar rouaned, an douar a zeuas da vezañ gwenn evel erc'h ar Salmon.


Jair mab Manase a yeas da gemer ar bourc'hioù; o galvas Bourc'hioù Jair.


holl gêrioù ar blaenenn, holl C'halaad, holl Vasan betek Salka hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan.


Kemeret hon eus e holl gêrioù, ne voe kêr ebet ha ne gemerjomp ket: tri-ugent kêr, holl rannvro Argob, rouantelezh Og e Basan.


En amzer-se hon eus kemeret eus dorn daou roue an Amoreaned ar vro a oa en tu-mañ d'ar Jordan, adalek froud Arnon betek Menez Hermon,


da c'houzout: Bezer er gouelec'h, er blaenenn, evit ar Rubeniz, Ramod e Galaad evit ar C'hadiz, Golan e Basan evit ar Vanasiz.


Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.


diwar veuriad Gad, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroù, Mahanaim gant he douaroù,