Jakob a zihunas eus e gousk hag a lavaras: A-dra-sur, an AOTROU a zo el lec'h-mañ ha ne ouien netra a-se!
1 Rouaned 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Salomon a zihunas, ha setu e oa un huñvre. Hag e teuas da Jeruzalem, hag en em zalc'has dirak arc'h emglev an AOTROU. Kinnig a reas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e reas ur fest d'e holl servijerien. |
Jakob a zihunas eus e gousk hag a lavaras: A-dra-sur, an AOTROU a zo el lec'h-mañ ha ne ouien netra a-se!
Jakob a ginnigas un aberzh war ar menez hag a bedas e vreudeur da zebriñ bara. Debriñ a rejont eta bara hag e tremenjont an noz war ar menez.
An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien.
An tañvouezennoù treut a lonkas ar seizh tañvouezenn druz ha leun. Ha Faraon a zihunas. Setu an huñvre.
Ha Salomon a ginnigas un aberzh a drugarekadennoù a brofas d'an AOTROU, daou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag holl vibien Israel a reas dedi ti an AOTROU.
Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.
Hag e lodennas d'an holl Israeliz, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin.
Hag ar roue Salomon a ginnigas un aberzh a zaou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag an holl bobl a reas dedi ti Doue.
er trede bloaz eus e ren, e reas ur fest d'e holl briñsed ha d'e holl servijerien. Pennoù arme Persia ha Media, aotrounez ha priñsed ar proviñsoù a oa dirazañ.
Ar roue Belshazar a roas ur fest vras d'e vil re vras, ha dirak ar mil-se ec'h evas gwin.
Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.
Met un devezh a-vat a zeuas. Herodez, evit deiz e c’hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.