Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.
1 Rouaned 21:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e skrivas el lizheroù ar gerioù-mañ: Embannit ur yun ha lakait Nabod e penn ar bobl. |
Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.
Hag e skrivas lizhiri en anv Akab, hag e siellas anezho gant e siell, hag e kasas al lizhiri d'an henaourien ha d'ar pennoù a oa o chom gant Nabod en e gêr.
Yunañ a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiñ taolioù-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d'an nec'h.
Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec’h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma’z in me ivez d’e azeuliñ.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h.
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.