Asa a gemeras an holl arc'hant hag aour chomet e teñzorioù ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag a roas anezho d'e servijerien. Hag ar roue Asa o c'hasas da Ven-Hadad mab Tabrimon, mab Hezjon, roue Siria a oa o chom e Damask, en ur lavarout:
1 Rouaned 20:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Respont a reas eta da gannaded Ben-Hadad: Lavarit d'ar roue va aotrou: Kement az poa kaset da lavarout ar wech kentañ a rin, met kement-mañ ne c'hellan ket ober. Hag ar gannaded a yeas da reiñ respont dezhañ. |
Asa a gemeras an holl arc'hant hag aour chomet e teñzorioù ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag a roas anezho d'e servijerien. Hag ar roue Asa o c'hasas da Ven-Hadad mab Tabrimon, mab Hezjon, roue Siria a oa o chom e Damask, en ur lavarout:
Ben-Hadad a gasas da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma vefe a-walc'h a boultr e Samaria evit leuniañ boz dorn an holl bobl a zeu war va lerc'h.