evel-se warc'hoazh d'an eur-mañ, pa gasin va servijerien da'z ti, e furchint da di ha tiez da servijerien, hag e kemerint kement a vo plijus da welout, hag o c'hasint ganto.
1 Rouaned 20:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze roue Israel a c'halvas holl henaourien ar vro hag a lavaras: Eveshait mar plij, gwelit penaos an den-se ne glask nemet droug. Kaset en doa da'm c'havout, evit kaout va gwragez, va mibien, va arc'hant ha va aour, ha ne'm boa ket o nac'het outañ. |
evel-se warc'hoazh d'an eur-mañ, pa gasin va servijerien da'z ti, e furchint da di ha tiez da servijerien, hag e kemerint kement a vo plijus da welout, hag o c'hasint ganto.
Hag e skrivas lizhiri en anv Akab, hag e siellas anezho gant e siell, hag e kasas al lizhiri d'an henaourien ha d'ar pennoù a oa o chom gant Nabod en e gêr.
Neuze Salomon a zastumas henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, e Jeruzalem dirak ar roue Salomon, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.
Adalek ma lennas roue Israel al lizher, e rogas e zilhad hag e lavaras: Hag ez on Doue evit ober mervel pe vevañ, evit ma tegas hemañ etrezek ennon da yac'haat un den eus e lorgnez? Dre-se, gouezit ha gwelit ne glask nemet un digarez a-enep din.
Ha David en em guzulias gant pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, ha gant holl renerien ar bobl.
David a zastumas e Jeruzalem holl bennoù Israel, pennoù ar meuriadoù, pennoù ar c'hevrennoù a servije ar roue, ar pennoù a vilieroù, ar pennoù a gantoù, ar re a velestre holl vadoù hag holl dropelloù ar roue, e vibien, ar spazhidi, an dud kadarn hag ar vrezelourien galonek.
Komzoù e c'henoù n'int nemet drougiezh ha touellerezh, ne fell ket dezhañ bezañ skiantek hag ober ar mad.
An hini a glask ar mad a resev grad-vat, met an droug a erruo gant an hini a red war e lerc'h.
ar falloni a zo en e galon, ijinañ a ra an droug e pep amzer, lakaat a ra stourmadegoù da c'henel.
An daou roue o devo o c'halonoù o klask ober an droug, hag ouzh un hevelep taol e komzint gant touell. Met kement-se a chomo berr, d'ar c'houlz merket e vo un diwezh.