1 Rouaned 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bat-Sheba a zeuas da gavout ar roue Salomon, evit komz outañ evit Adonija. Ar roue a savas hag a yeas en arbenn dezhi, hag e stouas dirazi, hag ec'h azezas war e dron, hag e reas lakaat un azezenn da vamm ar roue. Hi a azezas a-zehou dezhañ, |
Ha zoken e lamas digant e vamm Maaka he lesanv a rouanez, dre m'he doa graet un idol evit Ashera. Asa a ziskaras hec'h idol, hag en devas e-kichen froud Kedron.
Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Ar mir, an aloez hag ar c'hasia a ro c'hwezh-vat da'z tilhad. Er palezioù olifant, c'hoari ar binvioù-kerdin a laouena ac'hanout.
Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue.
Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.