David a frealzas e wreg Bat-Sheba, hag e teuas d'he c'havout, hag e kouskas ganti. Genel a reas ur mab a voe anvet Salomon. An AOTROU a garas anezhañ,
1 Rouaned 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras: Gouzout a rez e oa ar rouantelezh din, hag e c'hortoze holl Israel ma renfen. Met distroet eo ar rouantelezh ha degouezhet da'm breur, rak an AOTROU en deus he roet dezhañ. |
David a frealzas e wreg Bat-Sheba, hag e teuas d'he c'havout, hag e kouskas ganti. Genel a reas ur mab a voe anvet Salomon. An AOTROU a garas anezhañ,
Neuze e teuas ur c'hannad da gavout David, hag e lavaras dezhañ: Kalon tud Israel a dro war-zu Absalom.
Absalom a rae evel-se da holl re Israel a zeue etrezek ar roue evit bezañ barnet. Hag Absalom a c'houneze kalon tud Israel.
Hag Hushai a respontas da Absalom: Nann, met e vin d'an hini a zo bet dibabet gant an AOTROU, gant ar bobl-mañ, ha gant holl dud Israel; hag e chomin gantañ.
an eil a voe Kileab, eus Abigail gwreg Nabal eus Karmel; an trede a voe Absalom mab Maaka, merc'h Talmai roue Geshur;
Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.
Rak diskennet eo hiziv, lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, pennoù an arme, hag an aberzhour Abiatar. Ha setu, emaint e tebriñ hag oc'h evañ dirazañ, hag e lavaront: Ra vevo ar roue Adonija!
Neuze an aberzhour Zadok a ziskennas gant ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, hag e rejont da Salomon pignat war vulez ar roue David, hag e kasjont anezhañ da C'hihon.
An aberzhour Zadok a gemeras eus an deltenn korn an eoul, hag ec'h olevas Salomon. Hag e sonjont gant ar shofar, hag an holl bobl a lavaras: Ra vevo ar roue Salomon!
Adonija mab Hagid en em uhelaas o lavarout: Me a reno! Hag e pourvezas kirri, marc'hegerien hag hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.
Bremañ eta em eus ur goulenn d'ober ouzhit, na zistro ket da zremm diouzhin. Hi a respontas: Komz!
Met ar roue Salomon a respontas, o lavarout d'e vamm: Ha perak e c'houlennez Abishag ar Sunamitez evit Adonija? Goulenn eta ar rouantelezh evitañ, rak va breur henañ eo, evitañ, hag evit an aberzhour Abiatar, hag evit Joab mab Zeruja!
Eñ eo a ziskuilh an traoù don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deñvalijenn. Emañ ar sklêrijenn o chom gantañ.