Lavarout a reas: Agar matezh Sarai, a-belec'h e teuez ha da belec'h emaout o vont? Respont a reas: Tec'hout a ran a-zirak Sarai va mestrez.
1 Rouaned 19:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eno ez eas en ur c'hev, hag e tremenas an noz eno. Ha setu, komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ evel-henn: Petra a rez amañ, Elia? |
Lavarout a reas: Agar matezh Sarai, a-belec'h e teuez ha da belec'h emaout o vont? Respont a reas: Tec'hout a ran a-zirak Sarai va mestrez.
Kerkent ha m'en doe Elia he c'hlevet, e pakas e zremm en e vantell hag ez eas er-maez d'en em zerc'hel e digor ar c'hev. Ha setu, ur vouezh a zeuas dezhañ en ur lavarout: Petra a rez amañ, Elia?
Ha bremañ, petra ac'h eus d'ober war hent an Ejipt da evañ dour ar Shihor, ha petra ac'h eus d'ober war hent an Asiria da evañ dour ar stêr?
O! Perak ne'm eus ket er gouelec'h ul lochenn evit beajour? Dilezel a rafen va fobl hag ez afen pell diganto, rak holl int avoultrerien hag ur vandenn c'hanazed.
Ha Jonaz a yeas er-maez eus kêr, hag ec'h azezas er sav-heol da gêr. Sevel a reas eno ul lochenn hag en em zalc'has en he skeud, betek ma welje ar pezh a c'hoarvezje gant kêr.
int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiñ el lec’hioù distro ha war ar menezioù, e mougevioù ha toulloù an douar.