Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriñ a reas hag evañ hag e c'hourvezas adarre.
1 Rouaned 19:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ael an AOTROU a addeuas un eil gwech, hag e stokas outañ en ur lavarout: Sav, debr, rak an hent a zo re hir evidout. |
Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriñ a reas hag evañ hag e c'hourvezas adarre.
Hag e savas, hag e tebras hag ec'h evas, ha gant an nerzh a roas ar pred-se dezhañ, e kerzhas daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh betek Horeb, menez Doue.