1 Rouaned 19:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras: Deus er-maez, en em zalc'h war ar menez dirak an AOTROU. Ha setu an AOTROU a dremene. Un avel vras ha kreñv a faoute ar menez hag a dorre ar reier dirak an AOTROU, met an AOTROU ne oa ket en avel. Goude an avel e voe ur c'hren-douar, met an AOTROU ne oa ket er c'hren-douar. |
Hon Doue a zeu ha ne chom ket er sioulded. Dirazañ ez eus un tan loskus, en-dro dezhañ ur gorventenn nerzhus.
an douar a grenas, an neñvoù zoken a zeuas da vezañ dour dirak Doue, ar Sinai zoken a grenas dirak Doue, Doue Israel.
D'an trede deiz, diouzh ar beure, e voe kurunoù, luc'hed, ur goabrenn dev war ar menez, ha son ur shofar tregernus. An holl bobl a oa er c'hamp a grenas.
An AOTROU a ziskennas eta war Venez Sinai, war-lein ar menez, hag an AOTROU a c'halvas Moizez war-lein ar menez. Moizez a bignas.
An holl bobl a gleve hag a wele ar c'hurunoù, son ar shofar, al luc'hed, hag ar menez o tivogediñ. Ar bobl, o welout kement-se, a grene hag en em zalc'he pell.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Pign davedon war ar menez ha chom eno, hag e roin dit taolennoù maen, al lezenn hag ar gourc'hemennoù am eus skrivet evit o c'helenn.
Moizez a yeas e-kreiz ar goabrenn hag a bignas war ar menez. Moizez a voe war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh.
Bez prest a-benn beure; pign adalek ar beure war Venez Sinai, en em zalc'h dirazon war-lein ar menez.
An AOTROU a dremenas dirazañ hag a grias: An AOTROU , an AOTROU! An Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded,
An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.
Neuze e sellis, ha setu un avel gorvent a zeue eus an hanternoz, hag ur goabrenn teñval, hag un tan o nerzhañ e-unan, hag ur gouloù o skediñ a bep tu, hag en e greiz, evel liv arem lufret e-kreiz an tan.
Neuze e profedis evel ma oa bet gourc'hemennet din. Hag adalek ma em boe profedet, e voe un trouz, ha setu ur fiñvadeg, hag an eskern a dostaas an eil ouzh egile.
An AOTROU a zo gorrek da gounnariñ ha bras e nerzh, met ne laka ket da zidamall an hini kablus. An AOTROU a gerzh en arnev hag er gorventenn, ar c'hoabr a zo poultr e dreid.
Hag e tec’hot dre an draonienn-menez-mañ, rak an draonienn-menez a astenno betek Azel. Tec’hout a reot evel ma hoc’h eus tec’het dirak ar c’hren-douar, en deizioù Ozia roue Juda. Neuze e teuio an AOTROU va Doue, hag an holl sent a vo ganit.
Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.
Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo e meur a lec’h naonegezhioù, bosennoù ha krenoù-douar.
Ha setu, e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ.
a vrañsellas e vouezh neuze an douar, hag en deus graet bremañ ur bromesa o lavarout: Ur wech c’hoazh, e vrañsellin nann hepken an douar, met ivez an neñv.
Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.
Bez’ e voe mouezhioù, kurunoù, luc’hed hag ur c’hren-douar bras, ur c’hren-douar ken bras ha na voe biskoazh un hevelep abaoe ma ez eus tud war an douar.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.
Hag e voe ur spont bras er c'hamp, er vro, hag e-touez an holl bobl. Ar gwarded hag ar re a oa aet d'ober distruj a voe spouronet ivez, hag ar vro a grenas. Bez' e voe evel ur spont degaset gant Doue.