1 Rouaned 18:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e c'hoarvezo, pa vin aet diganit, ma vi douget gant Spered an AOTROU d'ul lec'h n'anavezin ket, hag ez in da lavarout kement-se da Akab, ha ne gavo ket ac'hanout, hag e lazho ac'hanon. Hogen da servijer a zouj an AOTROU adalek e yaouankiz. |
Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.
Lavarout a rejont dezhañ: Setu, e-touez da servijerien ez eus hanter-kant den kalonek. Mar plij, lez anezho da vont da glask da vestr. Marteze Spered an AOTROU en deus e lamet hag e daolet war ur menez pe en un draonienn bennak. Hag e lavaras: N'o c'hasit ket.
D'an eizhvet bloaz eus e ren, evel ma oa c'hoazh yaouank, en em lakaas da glask Doue David e dad. Ha d'an daouzekvet bloaz e krogas da c'hlanaat Juda ha Jeruzalem eus an uhellec'hioù, eus an Asheraoù, eus ar skeudennoù kizellet hag eus ar skeudennoù teuzet.
Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.
Mat eo derc'hel soñj eus kement-mañ ha chom hep tennañ e zorn diouzh kement-se, rak an neb a zouj Doue a ya kuit eus pep tra.
Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!
Ar Spered a savas ac'hanon hag a zegasas ac'hanon da Galdea, e-kichen ar re zalc'het, e gweledigezh dre Spered Doue. Hag ar weledigezh am boa gwelet a tec'has kuit a-zirazon.
Dorn an AOTROU a voe warnon, hag a reas din mont er-maez e Spered an AOTROU, hag am lakaas e-kreiz un draonienn a oa leun a eskern.
Hag ec'h astennas doare un dorn, a grogas ennon dre vlev va fenn. Ar Spered am savas etre an douar hag an neñv hag am degasas da Jeruzalem e gweledigezhioù doueel, ouzh toull dor an diabarzh troet etrezek an hanternoz, e-lec'h ma en em gave idol ar warizi, a atiz gwarizi.
Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.
Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec’h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.
rak bras e vo dirak an Aotrou. N’evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.
Herodez, o vezañ lakaet d’e glask hep gallout e gavout, a reas goulennoù ouzh ar warded hag a c’hourc’hemennas o degas kuit. Neuze e tiskennas eus Judea da Gezarea hag e chomas eno.
Pa voent deuet er-maez eus an dour, Spered an Aotrou a lamas Filip, hag an eunuk n’en gwelas ken. Kenderc’hel a reas e hent leun a levenez.
Abaoe da vugaleaj ec’h anavezez ar Skriturioù Santel a c’hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.
Samuel a lavaras: Penaos ez in? Saül a glevo, hag am lazho. An AOTROU a lavaras: Kemer a ri ganit un annoar, hag e lavari: Deuet on da aberzhiñ d'an AOTROU .