Ar brini a zegase bara ha kig dezhañ diouzh ar beure, ha bara ha kig dezhañ d'abardaez, hag ec'h eve eus ar froud.
1 Rouaned 17:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met a-benn ur pennad, e c'hoarvezas ma oa aet da hesk ar froud, dre ma ne oa ket bet glav er vro. |
Ar brini a zegase bara ha kig dezhañ diouzh ar beure, ha bara ha kig dezhañ d'abardaez, hag ec'h eve eus ar froud.
Setu e harz ouzh an doureier hag e tisec'hont, ha ma laosk anezho ec'h eilpennont an douar.
Pa zeufe ar menezioù da bellaat, hag ar c'hrec'hioù da vrañsellat, va zrugarez ne bellaio ket diouzhit, ha va emglev a beoc'h ne vrañsello ket, eme an AOTROU, en deus truez ouzhit.
Loened ar parkeier a gri ivez war-zu ennout, rak ar gwazhioù-dour a zo disec'het, hag an tan en deus devet peurvanoù ar gouelec'h.
An AOTROU a skoio warnout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c'hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac'hanout betek ma vi aet da goll.