1 Rouaned 17:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Sevel a reas eta hag ez eas da Sarepta, hag evel m'en em gave e-tal dor kêr, e voe eno ur vaouez intañvez a zastume koad. Gervel a reas anezhi hag e lavaras dezhi: Mar plij, kae da gerc'hat din ur banne dour en ur pod, ma'c'h evin. |
Ar servijer a redas dirazi hag a lavaras: Lez ac'hanon da evañ, me az ped, ur banne dour eus da bod.
Mont a reas da gerc'hat, met eñ a c'halvas anezhi hag a lavaras: Mar plij, kemer ez torn un tamm bara evidon.
er poanioù, el labourioù, er beilhadennoù alies, en naon, er sec’hed, alies er yunoù, er yenijenn, en noazhder.
meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c’hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec’hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,