Baesha mab Akija, eus ti Isakar, en em savas en e enep, ha Baesha a skoas warnañ e Gibbeton, a oa d'ar Filistined, e-pad ma sezize Gibbeton Nadab hag holl Israel.
1 Rouaned 16:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bobl hag a oa o kampiñ eno a glevas lavarout: Zimri en deus iriennet, ha zoken en deus skoet ar roue. En deiz-se, holl Israel a lakaas er c'hamp da roue Omri, penn arme Israel. |
Baesha mab Akija, eus ti Isakar, en em savas en e enep, ha Baesha a skoas warnañ e Gibbeton, a oa d'ar Filistined, e-pad ma sezize Gibbeton Nadab hag holl Israel.
Er seizhvet bloaz eus Asa roue Juda, Zimri a renas seizh devezh e Tirza. Ar bobl a gampe a-enep Gibbeton, a oa d'ar Filistined.
Akab mab Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ.
Daou vloaz warn-ugent e oa Akazia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h Omri roue Israel.
Daou vloaz ha daou-ugent e oa Akazia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h Omri.
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.