Jeroboam a oa ur brezelour kalonek; Salomon, o welout an den yaouank-se o labourat, a lakaas anezhañ war holl garg ti Jozef.
1 Rouaned 14:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kae ha lavar da Jeroboam: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Savet em eus ac'hanout a-douez ar bobl, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel, |
Jeroboam a oa ur brezelour kalonek; Salomon, o welout an den yaouank-se o labourat, a lakaas anezhañ war holl garg ti Jozef.
Da gemer a rin eta, ha ren a ri war gement a c'hoantaio da ene, hag e vi roue war Israel.
Evel-henn e komz an AOTROU: N'it ket d'ober brezel a-enep ho preudeur mibien Israel, distroit pep hini ac'hanoc'h d'e di, rak kement-se a zeu eus va ferzh. Hag e sentjont ouzh komz an AOTROU, hag e tistrojont hervez komz an AOTROU.
Hag an dra-se a zeuas da vezañ ur pec'hed evit ti Jeroboam, a voe diverket ha distrujet diwar c'horre an douar.
Kerkent ha ma klevas Akija trouz he zreid, evel ma'z ae dre an nor, e lavaras: Deus-tre, gwreg Jeroboam! Perak e rez van da vezañ unan all? Traoù diaes on karget da lavarout dit.
Savet em eus ac'hanout eus ar poultr, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel, met kerzhet ec'h eus en hent Jeroboam, ha lakaet ec'h eus va fobl Israel da bec'hiñ, o kounnariñ ac'hanon dre o fec'hedoù.
Samuel a lavaras da Saül: Paouez! Hag e tisklêrin dit ar pezh en deus lavaret an AOTROU din en noz-mañ. Hag e lavaras dezhañ: Komz!