Erruout a reas, pa oa deuet Izaak da vezañ kozh hag e zaoulagad re zinerzh evit gwelout, ma c'halvas Ezaü e vab henañ ha ma lavaras: Va mab! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
1 Rouaned 14:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwreg Jeroboam a reas evel-se, sevel a reas, mont a reas da Silo, hag ez eas da di Akija. Akija ne c'helle ket gwelout, rak e zaoulagad a oa teñvalaet gant ar gozhni. |
Erruout a reas, pa oa deuet Izaak da vezañ kozh hag e zaoulagad re zinerzh evit gwelout, ma c'halvas Ezaü e vab henañ ha ma lavaras: Va mab! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
Daoulagad Israel a oa pounneraet gant ar gozhni ha ne c'helle ken gwelout. O lakaat a reas da dostaat outañ, hag e pokas dezho hag o briatas.
Hag e c'hoarvezas, en amzer-se, ma'z eas Jeroboam er-maez eus Jeruzalem. Ar profed Akija eus Silo, gwisket gant ur vantell nevez, en em gavas gantañ war an hent. Hag e oant o-daou o-unan war ar maez.
Jeroboam a lavaras d'e wreg: Sav bremañ hag en em zic'hiz, ma ne vo ket gouezet ez out gwreg Jeroboam, ha kae da Silo. Eno emañ ar profed Akija, an hini en deus lavaret e vefen roue war ar bobl-mañ.
Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.
pa greno gwarded an ti, pa blego an dud kreñv, pa baouezo ar re a val dre ma vint nebeutaet, pa vo teñvalaet ar re a sell dre ar prenestroù,
Moizez a oa en oad a gant ugent vloaz pa varvas; ne oa ket gwanaet e zaoulagad, ne oa ket tremenet e nerzh.
Holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, hag e lakajont eno teltenn an engalv. Ar vro a oa bet mestroniet ganto.
Hag un deiz e c'hoarvezas kement-mañ: Eli a oa gourvezet en e lec'h, e zaoulagad a oa krog da deñvalaat ha ne c'helle ken gwelout,
Eli a oa oadet a driwec'h vloaz ha pevar-ugent, hag e zaoulagad a oa teñvalaet ha ne c'helle ket gwelout.