1 Rouaned 12:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.
Hag ar re yaouank o doa kresket gantañ a respontas o lavarout: Evel-henn e komzi ouzh ar bobl-se he deus komzet ouzhit o lavarout: Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner, ha te, skañva hor yev! Respont a ri dezho: Va biz bihan a zo tevoc'h eget divgroazell va zad.
Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus ho kastizet gant skourjezoù, met me ho kastizo gant skourjezoù-kruged.
Asa a voe kounnaret a-enep ar gwelour, hag e lakaas anezhañ en toull-bac'h, rak fuloret e oa en e enep diwar-benn-se. Asa a wallgasas ivez darn eus ar bobl er mare-se.
Met ar vroad a lakaio e c'houzoug dindan yev roue Babilon hag a servijo anezhañ, a lezin en he douar, eme an AOTROU, evit ma en labouro ha ma chomo warnañ.
Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.