1 Rouaned 10:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar roue en doa war vor listri Tarsiz gant listri Hiram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro listri Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned. |
Holl hanafoù ar roue Salomon a oa en aour, hag holl listri ti koad al Liban a oa en aour glan. Netra ne oa en arc'hant. Ne veze graet van ebet anezhañ en deizioù Salomon.
Jozafad a reas listri Tarsiz evit mont da Ofir da gerc'hat aour, met n'ejont ket, dre ma voe bruzunet al listri en Ezion-Geber.
Ar roue Salomon a baramantas listri e Ezion-Geber, e-kichen Elod, war aod ar Mor-Ruz e bro Edom.
Rak batimantoù ar roue a yae da Darsiz gant servijerien Huram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro batimantoù Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.
Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.
Diougan diwar-benn Tir. Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo! Ken a diez! Den ne zeuio ken enni! Deuet eo ar c'heloù eus bro Gitim.
Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.
Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.
Tarsiz he deus graet kenwerzh ganit en abeg da'z pinvidigezhioù a bep seurt, o pourvezañ da varc'hadoù gant arc'hant, houarn, staen ha plom.
Mibien Zedan a zo bet da varc'hadourien; kenwerzh gant inizi niverus a zo bet etre da zaouarn, hag ec'h eus resevet en donezon kerniel olifant hag ebena.
Hag e skoin gant an ti-goañv ha gant an ti-hañv, an tiez-olifant a yelo da get, hag e steuzio tiez niverus, eme an AOTROU.
Met Jonaz a savas evit tec'hout da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU. Diskenn a reas da Jafo, hag e kavas ul lestr a yae da Darsiz. Paeañ a reas e dreizh, hag ez eas enni evit mont ganto da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU.