An tron en doa c'hwec'h derez, krec'h an tron a oa ront en a-dreñv, brenkoù a oa a bep tu d'ar gador, ha daou leon en em zalc'he e-kichen ar brenkoù.
1 Rouaned 10:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue a reas ivez un tron olifant bras, a c'holoas gant aour puraet. |
An tron en doa c'hwec'h derez, krec'h an tron a oa ront en a-dreñv, brenkoù a oa a bep tu d'ar gador, ha daou leon en em zalc'he e-kichen ar brenkoù.
Rak ar roue en doa war vor listri Tarsiz gant listri Hiram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro listri Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.
Diwar-benn nemorant oberoù Akab ha kement a reas, an ti olifant a savas hag an holl gêrioù a savas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?
Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Da viroù a zo lemm, mont a raint da galon enebourien ar roue, pobloù a gouezho dindanout.
Karout a rez ar reizhder hag e kasaez an drougiezh, setu perak, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted!
graet o deus da roeñvoù gant derv eus Basan, ha da c'horre-bourzh gant olifant sterniet e beuz eus inizi Kittim.
Gourvezet war weleoù olifant, astennet war o dilhad, e tebront oaned eus an tropell ha leueoù eus al lec'h ma'z int lartaet.
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c’hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,
marc’hadourezhioù aour, arc’hant, mein prizius, perlez, lin fin, limestra, seiz, tane, pep seurt koad a c’hwezh-vat, pep seurt traoù en olifant, pep seurt traoù e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marmor,
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.