Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue balustroù evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoù ha lourennoù evit ar ganerien. Ha ne zeuas ken evel ar c'hoad santal-se, ha ne voe ken gwelet betek hiziv.
1 Rouaned 10:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue Salomon a roas da rouanez Seba kement a c'hoantaas, ar pezh a c'houlennas, hag ouzhpenn-se e roas dezhi profoù evel ma c'helle reiñ ar roue Salomon. Hag e tistroas hag ez eas d'he bro, hi hag he servijerien. |
Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue balustroù evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoù ha lourennoù evit ar ganerien. Ha ne zeuas ken evel ar c'hoad santal-se, ha ne voe ken gwelet betek hiziv.
Pouez an aour a zeue da Salomon bep bloaz a oa c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent talant aour;
Dont a reas da Jeruzalem gant un heuliad bras, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon.
Pa echuas Salomon sevel ti an AOTROU ha ti ar roue, ha kement tra en doa Salomon c'hoant d'ober hag a blije dezhañ,
Ar roue Salomon a roas da rouanez Seba kement a c'hoantaas, ar pezh a c'houlennas, muioc'h eget n'he doa degaset d'ar roue, hag e tistroas hag ez eas d'he bro, hi hag he servijerien.
Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.
D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp,