Benniget ra vo an Doue Uhel-Meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn! Hag Abram a roas dezhañ an deog eus pep tra.
1 Rouaned 1:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu ar pezh en deus lavaret ar roue: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus lakaet da vezañ azezet hiziv war va zron un den a welan gant va daoulagad. |
Benniget ra vo an Doue Uhel-Meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn! Hag Abram a roas dezhañ an deog eus pep tra.
Joab a respontas d'ar roue: Ra fello d'an AOTROU da Zoue kreskiñ e bobl kement, ha kant gwech kement ha ma'z eo bremañ, ha ra welo daoulagad ar roue va aotrou kement-se! Met perak e kemer ar roue va aotrou plijadur en dra-se?
Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.
Neuze an holl re bedet a oa gant Adonija a voe spontet, hag e savjont, ha pep hini anezho a yeas d'e du.
hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.
Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.
An AOTROU en deus sevenet e gomz en doa disklêriet. Deuet on war-lerc'h David va zad, hag azezet on war dron Israel, evel m'en doa lavaret an AOTROU, ha savet em eus an ti-mañ da anv an AOTROU Doue Israel.
Met nebeut a dra eo da'z taoulagad, o Doue! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell, hag ec'h eus sellet ouzhin evel ouzh un den a renk uhel, o AOTROU Doue!
David a vennigas an AOTROU dirak an holl vodadeg, ha David a lavaras: Benniget ra vi, AOTROU , Doue Israel hon tad, a gantved da gantved!
Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.
Hag al Levited Jezua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania ha Petakja a lavaras: Savit, bennigit an AOTROU ho Toue a holl viskoazh da holl viken! Ra vo benniget da anv glorius, a zo savet uheloc'h eget pep bennozh ha pep meuleudi!
Salm David. Pa varvouzas an diskiant dirak Abimelek, ha penaos, kaset gantañ, ez eas kuit.
Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,
Neuze David a lavaras da Abigail: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus da gaset hiziv a-raok din!