Natan a lavaras: O roue va aotrou! Hag ec'h eus lavaret: Adonija a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron?
1 Rouaned 1:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kement-se, ha graet eo bet a-berzh ar roue va aotrou, hep na'z pefe roet da c'houzout da'z servijerien piv a azezo war dron ar roue va aotrou war e lerc'h? |
Natan a lavaras: O roue va aotrou! Hag ec'h eus lavaret: Adonija a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron?
Met n'en deus pedet nag ac'hanon-me da servijer, nag an aberzhour Zadok, na Benaja mab Jehojada, na Salomon da servijer.
Ar roue David a respontas o lavarout: Galvit Bat-Sheba din. Hag e teuas dirak ar roue hag en em zalc'has dirazañ.
Hag e teuas da gavout den Doue war ar menez, hag e krogas en e dreid. Gehazi a dostaas evit he fellaat, met den Doue a lavaras dezhañ: Lez-hi, rak hec'h ene a zo er c'hwervoni, hag an AOTROU en deus kuzhet-se ouzhin, n'en deus ket en disklêriet din.
N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.