Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
1 Pêr 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saludit an eil egile dre ur pok a garantez. Ra vo ar peoc’h ganeoc’h holl a zo e Jezuz-Krist! Amen. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En em zaludit an eil egile dre eur pok a garantez. Ar peoc’h ganeoc’h holl pere a zo en Jesus‐Christ! Amen. |
Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c’hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec’h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!
Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc’has en o c’hreiz hag a lavaras: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!
d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.
Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,
Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.
Ra vo ar peoc’h roet d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!
rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoù ouzh genoù. Ar peoc’h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac’hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv.