Envel a ran Rahab ha Babel e-touez ar re a anavez ac’hanon. Setu aze bro ar Filistined ha Tir, gant Etiopia: e Sion int bet ganet.
1 Pêr 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Iliz ar re zibabet a zo e Babilon a salud ac’hanoc’h, ha Mark va mab ivez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An assamble euz ar re choazet a zo en Babylon, ha Marc va Mab, a zalud ac’hanoc’h. |
Envel a ran Rahab ha Babel e-touez ar re a anavez ac’hanon. Setu aze bro ar Filistined ha Tir, gant Etiopia: e Sion int bet ganet.
Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec’h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ.
Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c’harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.
Bez’ e oa eta etrezo un diemglev ken kreñv ma’z ejont an eil digant egile. Barnabaz a gemeras Mark gantañ hag a yeas dre vor da Giprenez.
Aristark, va c’henbrizoniad, a salud ac’hanoc’h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc’h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d’ho kavout, degemerit anezhañ.
An henaour, d’an Itron dibabet ha d’he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,
War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar.
Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.