Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.
1 Pêr 4:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag dond a ra an amzer ma tle ar varn commans dre di Doue; ha mar commans dreizomp‐ni, petra e vezo fin ar re na zentont ket ouz Aviel Doue? |
Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.
Rak setu, en em lakaan d'ober an droug war ar gêr ma vez galvet va anv warni, ha c'hwi a vefe disamm dioutañ? Ne viot ket disamm, rak ar c'hleze a c'halvin war holl dud an douar, eme AOTROU an armeoù.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evañ an hanaf a evo anezhañ, ha te a vefe ezdalc'het? Ne vi ket ezdalc'het, met a-dra-sur evañ a ri anezhañ.
Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc'hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiñ a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti.
Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
glac’har hag anken war bep ene den a ra an droug, war ar Yuzev da gentañ, ha goude war ar Gresian,
O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec’h ken ouzh ar wirionez, c’hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc’h?
Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.
hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez.
Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d’ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec’h ez ae.
Rak mar d-eo bet galloudus ar gomz prezeget gant an aeled, ha mar he deus pep torridigezh ha pep disentidigezh resevet ur paeamant reizh,
Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez?
met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.
Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,
C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.
ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket.