1 Pêr 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d’en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c’houlenn kont diouzhoc’h diwar-benn an esperañs a zo ennoc’h, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes santifiit an Aotrou Doue en ho calonou. Ha bezit ato prest d’en em zifen gant dousder ha respet ouz ar re a c’houlen rezon diganeoc’h divarben an esperans a zo enoc’h; |
Kalon an den reizh a soñj er pezh a respont, met genoù ar re zrouk a skuilh traoù fall.
evit kelenn dit diarvar ar gerioù a wirionez, hag evit ma responti dre c'herioù a wirionez d'ar re a c'houlenn kuzul diganit?
Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.
Rak pa welo e vibien, oberenn va daouarn en e greiz, e santelaint va anv, e santelaint Sant Jakob, hag e toujint Doue Israel.
AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.
Na lavarit ket: Kavailh! bep gwech ma lavaro ar bobl-mañ: Kavailh! N'ho pet ket aon rak ar pezh o deus aon razañ ha na vezit ket spouronet.
An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Peogwir n'hoc'h eus ket kredet ennon evit va santelaat dirak mibien Israel, ne renot ket ar vodadenn-mañ er vro am eus roet dezho.
dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloù e gouelec'h Zin pa dabutas ar vodadenn, ha n'hoc'h eus ket santelaet ac'hanon dirak o daoulagad en abeg d'an dour, doureier Meriba, e Kadesh, e gouelec'h Zin.
Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gêr vrudet-se eus Kilisia. Da bediñ a ran da’m lezel da gomz d’ar bobl.
Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.
gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc’h eus klevet, a zo bet prezeget d’an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.
Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.
abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,
Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.
en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,
met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.
Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,
Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,
met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc’hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.
Bremañ en em zalc'hit amañ, hag e varnin ac'hanoc'h dirak an AOTROU diwar-benn an holl vadoberoù en deus graet an AOTROU deoc'h ha d'ho tadoù.