1 Pêr 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha piv a wallgaso ac’hanoc’h ma heuilhit ar mad? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha piou a rai droug deoc’h, ma c’heullit ar mad? |
Hent an hini drouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met karout a ra an den en em ro d'ar reizhder.
Kemer eñ hag evesha warnañ, na ra droug ebet dezhañ, met gra dezhañ evel ma lavaro dit.
Rak ar pennoù n’emaint ket da vezañ doujet pa reer oberoù mat, met hepken pa reer reoù fall. Ha te a fell dit bezañ hep aon dirak ar galloud? Gra ar mad hag e vi meulet gantañ.
Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.
Klaskit ar garantez. C’hoantait gant gred an donezonoù speredel, met dreist-holl ar brofediezh.
Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc’h hag e-keñver an holl.
he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.
a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.