Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
1 Pêr 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hen pehini na rente outrach e‐bed d’ar re a outraje anezhan; ha pa vije gwall‐dretet, na c’hourdrouze ket, mes a leze kement‐se etre daouarn an hini a varn gant justis; |
Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
E welet ec'h eus koulskoude, rak sellout a rez ouzh ar glac'har hag ar boan evit derc'hel kont outo. Warnout-te eo en em harp an hini paour, te eo sikour an emzivad.
dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.
Gwallgaset eo bet, dismegañset eo bet, n'en deus ket digoret e c'henoù, kaset eo bet d'al lazherezh evel un oan, evel un dañvadez o chom mut dirak he zouzerien, n'en deus ket digoret e c'henoù.
Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n’en deus graet droug ebet.
Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.
Ha bremañ, Aotrou, sell ouzh o gourdrouzoù ha ro da’z servijerien ar galloud da zisklêriañ da c’her gant ur wir hardizhegezh,
Koulskoude Saol, o tianalañ c’hoazh gourdrouz ha muntr a-enep diskibien an Aotrou, a yeas da gavout ar beleg-meur
Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,
Ha c’hwi mistri, grit en hevelep doare en o c’heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c’houzout hoc’h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.
ar pezh a zo ur brouenn eus ar varnedigezh reizh Doue, evit ma viot kontet dellezek eus rouantelezh Doue a c’houzañvit poan eviti.
Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.
Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.
Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec’herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc’h eneoù da zinerzhañ.
hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.
Evel-se eta, ra zeuio ar re a c’houzañv hervez bolontez Doue, da erbediñ o eneoù evel da ur C’hrouer feal en ur ober ar mad.
Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.