Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù.
1 Pêr 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag bolontez Doue eo ma teufac’h, en eur ober ar mad, da zerri ho genou d’an dud ignorant ha dibourvez a skiantvad: |
Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù.
Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.
Met piv bennak a glev ar gerioù-mañ a lavaran ha na sent ket outo, a vo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.
rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.
O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec’h ken ouzh ar wirionez, c’hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc’h?
Hag evel-se eo e trugarekait an AOTROU, pobl diskiant hag hep furnez? Ha n'eo ket da dad, an hini en deus da brenet, an hini en deus da c'hraet ha da startaet?
Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,
me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,
en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.
o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.
Rak gwelloc’h eo gouzañv, mar d-eo bolontez Doue, oc’h ober ar mad eget oc’h ober an droug.
evit na vevo mui hervez droukc’hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c’hig.
Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,
Met ar re-mañ a wallgomz diwar-benn ar pezh n’anavezont ket. En em vreinañ a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant.