1 Pêr 1:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met ger an Aotrou a chom da virviken. Hag ar ger-se eo, a zo bet prezeget deoc’h en Aviel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes ger an Aotrou a choum da viken; hag he‐man eo ar ger euz a behini ar c’helou mad a zo bet prezeget deoc’h. |
Ur vouezh a lavar: Youc'h! Hag e voe respontet: Petra a youc'hin? Pep kig a zo evel ar geot, hag e holl gaerded evel bleuñv ar parkeier.
Rak, me a lavar deoc’h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc’hraet holl.
Met aesoc’h eo d’an neñv ha d’an douar tremen, eget eo d’ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Rak ne’m eus ket soñjet e tleen anavezout tra all en ho touez nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist staget ouzh ar groaz.
Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist
hag en deus diskuliet en amzer merket gantañ dre e c’her, am eus bet ar garg da brezeg hervez urzh Doue hor Salver,
Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.
o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.
c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,
Bez’ hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec’h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.
Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,
ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc’h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c’henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.
Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.